Lizher-kelaouiñ : mirout ar frankiz da gelaouiñ #8
Manage episode 413030167 series 3569089
Bep miz e vez graet ur sell prim ganeomp war lizher-kelaouiñ « Splann ! » dre lakaat ar gaoz war unan eus sujedoù al lizher. Gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») ha Tomaz Laken (Radio Kreiz-Breizh). 🎧
War digarez hor emgav miziek e vo lakaet ar gaoz hiziv war ur gevredigezh nevez lakaet war droad, Arsellva gall an tagadennoù ouzh ar frankiz kazetenniñ (Ofalp). Hennezh a vo sañset da renabliñ an tagadennoù a-enep ar gazetennerien ha kazetennerezed, met ivez da reiñ da c’hoût d’an dud petra efed o deus an tagadennoù-se war an demokratelezh.
Meur a dra a c’hallfe bezañ lakaet war ar roll : ar prosezioù justis graet da vougañ mouezh ar gazetennerien, ar furchadegoù en o zi, pa vez dalc’het ar re-se dindan evezh ar polis-titouriñ, al lojisieloù-spiañ, an harellerezh enlinenn, feulsterioù ar jañdarmed, ar fed da zic’hoprañ anezhe pe c’hoazh da sabotiñ o gweturioù…
Koumanantit da lizher-kelaouiñ miziek ar media enklask dizalc’h war lec’hienn internet « Splann ! » (https://splann.org/br/).
31 에피소드